Mardi 11 avril 2006
LAKAOMP HOR SEVENADUR DA VLEUNIAÑ ER VRO
DEOMP DE’I A-UNAN
Fellout a ra deomp kaout
an treuzkas galloudoù hag arc’hant
eus ar Stad d’ar Rannvro
Fellout a ra deomp
ma vo adunvanet 5 departamant Breizh
ha lakaet da dalvezout diazezoù an demokratelezh lec’hel
Holl asambles e ROAZHON
Kuzul Sevenadurel Breizh ha kevredigezhioù ezel, Dihun, Diwan, Div Yezh, U.G.B.,
Skol-Uhel ar Vro, Breizh Unvan, B.A.S, Kendalc’h, War’l leur…
(02 99 87 17 65, www.kuzul.info)
DEOMP DE’I A-UNAN
Diskouez a ra an enklaskoù ez eo tomm ar Vretoned ouzh o sevenadur. Da skouer, hervez ar sontadegoù (2001) ez eo 92 % eus tud ar vro a fell dezho e chomfe bev ar brezhoneg.
Daoust da-se e chom bouzar ar Stad ouzh goulennoù reizh ar Vretoned war dachenn an deskadurezh, ar media, ar sevenadur….
Daoust da-se e chom bouzar ar Stad ouzh goulennoù reizh ar Vretoned war dachenn an deskadurezh, ar media, ar sevenadur….
Difenn a ra Bro C’hall ar gwir d’al liested sevenadurel dre ar bed. Perak ne vefe eus ar gwir-se nemet er broioù all ? Perak n’hellfe ket Rannvro Breizh lakaat war-sav ur gwir bolitikerezh evit kas war-raok al liested sevenadurel hag ar yezhoù e Breizh ?
Ur wech ouzhpenn ez eo ret mont dezhi evit ma vo doujet d’hor gwirioù ha lakaat ar C’huzul-Rannvro da gaout ar galloudoù hag ar budjedoù evit ma teuio da vat ar palioù votet a-unvouez evit hor yezhoù hag hor sevenadur.
Fellout a ra deomp kaout
an treuzkas galloudoù hag arc’hant
eus ar Stad d’ar Rannvro
- evit ur servij publik breizhek skingomz ha skinwel o lakaat da vevañ hor sevenadur ha yezhoù hor bro
- evit ar c’helenn brezhoneg ha gallaoueg hag e brezhoneg (o terc’hel da statud ar gelennerien)
- evit ma vo kelennet diazezoù hor sevenadur (istor, geografiezh, arzoù…)
- evit ur bolitikerezh sevenadurel breizhek (embann, kleweled, dañs, sonerezh, krouiñ ha skignañ…)
- evit ar c’helenn brezhoneg ha gallaoueg hag e brezhoneg (o terc’hel da statud ar gelennerien)
- evit ma vo kelennet diazezoù hor sevenadur (istor, geografiezh, arzoù…)
- evit ur bolitikerezh sevenadurel breizhek (embann, kleweled, dañs, sonerezh, krouiñ ha skignañ…)
ma vo adunvanet 5 departamant Breizh
ha lakaet da dalvezout diazezoù an demokratelezh lec’hel
Holl asambles e ROAZHON
Ar Sadorn 3 a viz Mezheven da 2 eur 30
plasenn Hoche
plasenn Hoche
Kuzul Sevenadurel Breizh ha kevredigezhioù ezel, Dihun, Diwan, Div Yezh, U.G.B.,
Skol-Uhel ar Vro, Breizh Unvan, B.A.S, Kendalc’h, War’l leur…
(02 99 87 17 65, www.kuzul.info)
Lakaomp hor sevenadur da vleuniaÑ er vro...
Commentaires